Le Trio Virtuel

Nag a nevez ?

Degemer mat war lec'hienn Le Trio Virtuel !

Abaoe miz Genver 2012 omp bet war-zu ar stumm 2.0 : Mael Guegoouzh ar gitar tredan, ha Xavier Garabedian, ouzh ar binviji-skeiñ, o deus kemeret plas Mathilde Chevrel, a son gourrebed. Degemer mat dezhe !

Kinnig

Goude bezañ foetet bro da dri e-pad daou vloaz, ha bezañ diskuizhet un tamm warlene, eo kroget Le Trio Virtuel gant ar stumm 2.0 abaoe 2012. Prest omp adarre da souezhiñ boazioù Difennerien an Hengoun Sakr. Evit dont a-benn en deus goulennet an daouad akordeoñs sakso un tamm sikour digant ur soner gitar tredan debrer geot, hag ur soner taboulinoù o tont div wech a-bell, dre ma teu war an dro ouzh bro-Leon hag ouzh an jazz. Ur stumm nevez a ro tro deomp da weladenniñ broioù dianav ar post-trad-prog (da adlâret dek gwech), ha war an dro da solutaat daveoù al lusk evit hon dañsourien muiañ-karet.

Darempred

Pajenn savet gant Malo Morvan, 15/01/2012

 

en français